William Harvey
William Harvey (1añ a viz Ebrel 1578 e Folkestone - 3 a viz Even 1657 e Roehampton) a oa brudet evit ur gavadenn vras : kavadenn red ar gwad.
Souezhus eo, abaoe ken lies a gantvedoù ma 'z eus tud war an douar, e vije bet ret gortoz betek ar 17-vet kantved evit kavout ez a ar gwad, poulzet gant ar galon, dre ar gwazhied. Galen, gwechall-gozh, en doa lavaret e oa fiñv ar gwad evel chal ha dichal en-dro da inizi 'zo eus Gres, ha den n'en doa kredet mont a-enep e gelennadurezh, na zoken soñjet enklask ha gwir e oa. Harvey, awenet gant ar spered a enklaskerezh a rene e Kornôg Europa en e amzer, a sellas rag-eeun ouzh korfoù tud ha loened e-lec'h mont diouzh al levrioù.
Ganet e oa bet e 1578. Studiañ a reas e skol-veur Padova. War e zistro e voe medisin e Londrez. D'e 40 vloaz anvet da vedisin ordinal ar roue, hag e servijas Jakez I ha Charlez I. Gant hemañ e oa e-pad ar brezel diabarzh. A-vihanik e oa bet douget da studi ar gorfadurezh. Un darn vras eus e amzer a dremene o pizhkejañ tud ha loened : korfoù an dorfedourien kerkent ha distaget diouzh ar groug, korfoù an anevaled marvet e gouezvildi ar roue, korfoù kezeg, saout, chas, kizhier, razhed hag all.
Evel ma c'hoarvez alies e buhez ar ouizieien vras e oa ur menoz,unan dreist-holl, o pouezañ noz-deiz war e spered. Fellout a rae dezhañ gouzout petra oa ar gwad, peseurt levezon en doa war ar vuhez, peseurt kefridi e frammadur ar c'horf. Komprenet en doa buan e-doug e evezhiadennoù hag e arnodoù e oa ar galon evel -un doare bangounell o kas-digas ar gwad dre ar gwazhied, ha ne oa ket "kreizenn an trivliadoù", e-giz ma veze kelennet er skolioù. Ken spontet e voe avat gant e gavadenn ma c'hortozas pell amzer, - 20 vloaz a lavarer, - kent embann netra war he divout.
Pa voe embannet en diwezh, ne voe ket degemeret da wir diouzhtu, ha lod eus brudetañ gouizierien e amzer a enebas garv outañ.
Pell-pell amzer a dremenas a-raok-ma teuas medisined ha surjianed da sellout ar galon evel un darn eus ar c'horf ha n'eo na sakroc'h na kevrinusoc'h eget ar re all.